02/12/2015 – 10H00 Breiz (Breizh-info.com) – Kaoz ez eus bet kalz eus pladenn nesañ Denez Prigent er mizioù tremenet e Breizh hag er bed a-bezh, da lavarout eo An Enchanting Garden – Ul Liorzh Vurzhudus. Rouez eo, avat, ar re a ro o soñj a-zivout pezh a gaver e-barzh. Dimp-ni ez eo beuz e zoare ken ez eo hag emaomp o vont da lavarout ar perag eus kement-all.
Da gentañ-penn e rankomp lavarout ez eo ur vat a gavadenn bezañ kemmet e anv arzour eus Denez Prigent da Denez hepmuiken peogwir e kemm a-galz e stil en e bladenn nesañ. Pa oa techet d’ar sonerezh elektronek e kave dimp e teue da vout randonus a-walc’h ar pladennoù all graet dindan an anv Denez Prigent. E stil zo kemmet ha talvezout a rae ar boan kemm e anv arzour war un dro. Bremañ e soñj dimp e tosta muioc’h ouzh an hengoun breizhat gant muioc’h a vinvioù pa groge d’en em veuziñ en ur world culture divlaz kent. Daoust dezhañ en devout lavaret e oa e sonerezh a wad mesket ha d’en skrivañ c’hoazh en e lec’hienn internet — pezh na dalvez netra ebet a-fet sonerezh — e kavo an nen peadra da soñjal e tosta ouzh an hengoun europat, ha breizhat pergen, pa ra gant binvioù europat dreist-holl. E bladenn nesañ zo europat-kenañ neuze ha bourrus eo gwelout un arzour gwriziennet en hor c’hevandir da vat. Daoust d’ar prepozioù diwar-benn an hironañ a gaver a-wechoù diwar e ijin hon eus merzet dre hon-unan e oa kement-se netra met plegañ d’ur c’hiz hag a zo o ren e metoù an arzourien a-vremañ ha tra ken.
Pa seller a-dost ouzh pezh a gan Denez en e ganaouennoù nevez ez adkaver ur meni prederiadenn diwar-benn ar bivelezh hag en e ganaouenn Beajet ‘M Eus e lavar dimp penaos e talv ar boan beajiñ pa laka an den da gaout bravañ teñzorioù e “glenn ar vro” war an distro ha neket en ur en em nac’hañ e sevenadurioù estren eo ; ho pet soñj eus pezh a skrive Joachim du Bellay pemp kant vloaz ‘zo pa lavare «Eürus evel Uliss en deus graet un hir a veaj […] hag a zo distro e ti e dud leun a zoare hag a furnez». Ur santad istorel hag europat-meurbet en deus lakaet tud hon sevenadur da vezañ beajourien a-holl-viskoazh, evit brasañ klod broadoù ar c’hornog. Evel-se ez eus tu da gompren an arver a ra ar sonerien a labour gant Denez eus binvioù estren evel bendir, cajon pe ar djembe evel un doare da vezañ beajet ha da vezañ tennet gounit eus traoù kavet er bed evit skeudennaouiñ ene an den europat, ene ar Breizhad ez eus eus Denez peurgetket.
Pelloc’h, e Peñse Nedeleg, e tiskouez unan eus ar c’humuniezhioù hengounel eus Breizh — hini ar Vro-Bagan — liammet en un skrapadenn ma kemer e-barzh “paotred koulz ha merc’hed” ar vro, gant “ar beleg […] e ged war an tour-iliz” dindan “c’hras Doue”. An hengoun, ar relijion hag ar yezh zo mesk-ha-mesk e razh ar sonennoù. An holl ganaouennoù zo intret gant an doare breizhat da welout ar bed a-fet karantez, paourentez ha buhez : berr-ha-berr ez eo ar c’hanaouennoù-se reoù un den eus ar vro hag a gemer harp war e vro evit bezañ er bed hag evit ezteurel e wir da vevañ ha da vezañ pezh ez eo er bed. Ar c’hoant herrus-se a gaver gant ar ganaouenn saoznek nemeti An Old Story . Ned eus ket a stad-etre a vefe lakaet etre Breizh hag he yezh war un tu hag ar bed hag ar saozneg ma ‘z eo ar yezh etrebroadel anezhañ war an tu all.
Ha neuze, ne vo kavet ger ebet e galleg er bladenn-se gant paotr e ziskouarn digor-bras, paneve er menegoù lezennel ret gant Yann-lenner. En ur zibab skrivañ pep tra e brezhoneg hag e saozneg e tibab Denez anataat fraezh n’hon eus ket ezhomm eus ar galleg evit bezañ hon-unan e-touesk ar re all. Lavarout pegen plijet ha hoalet e vezomp gant ur menoz a seurt-se ne vefe ket a-walc’h ; anzav a rankomp ez a pelloc’h Denez eget an darn vrasañ ac’hanomp a hañval goulenn atav an aotre evit kaout ar gwir da vezañ digant o mistri, ar pennoù galleg. Denez ez eus un den frank, hengounel, koulz ha libr anezhañ hag an dud anveliour, hengounelour ha frankizelour a zo ac’hanomp en em gav a-spered gantañ.
Erbediñ a reomp ar bladenn-se deoc’h, enta : “An enchanting garden – Ul liorzh vurzhudus”, Denez, Coop Breizh, 2015.
Erwan Le Gal