Kammarver fiziad : Shani oa ur c’hwib hag ur gwir hini !

D’ar 16 a viz mae 2024 e oa bet kondaonet Shani Noor Din gant lez-varn Sant-Brieg. Kondaonet peogwir e werzhe traoù didalvoud da dud ampechet pe arruet kozh ha ne oant ket mui en o spered vat.

Etre 2021 ha 2023 en defe c’hwibet ar paotr 29 vloaz 62 den bresk evit 1 milion € en holl. E Breizh a-bezh ha betek e Normandi en doa graet e droidelloù.

Ha gant an arc’hant rastellet e oa arruet pinvidik-brein al labous, ken e tispigne e debocherez a bep seurt hag e produioù luks : lamborghini, rollex, jetski, kirri-tan, madoù-leve, ur gwir nabab anezhañ !

Lod eus e reuzidi a oa dall pe aet kabac’h gant ar gozhni. Ne oant ket petra a sinent. Ha darn o deus graet kredioù beveziñ evit paeañ ar c’hwib Shani !

D’ar 24 a viz ebrel e oa dirak lez-varn galv Roazhon met n’eo ket bet kendrec’het ar varnerien gant e arguzennoù (« dieub eo ar prizioù e Bro-Frañs ») : Kaset e bet d’an toull-bac’h ha seziset eo bet e holl madoù. Da 4 bloavezh a doull-bac’h eo bet kondaonet.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : Pevar den serret goude un aridennad a laeroñsioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : tad-kaer ar paotrig marvet diwar dramm a fell dezhañ bezañ dibrizonet dija

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, RENNES, Société

Muntr Wilhem Houssin e Roazhon : unan eus ar re gondaonet a fell dezhañ bezañ dibrizonet dija

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Religion, RENNES, Société

Roazhon : ur raktres a voskeen a-enep an endro er Gayeulles !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : ha skwatet e vo jiminasoù nevez evit an embroidi ar sizhun-mañ ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : ur studier gwenn taget gant tud o huchal « eus peseurt orin out ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : an den diskred warnañ da vezañ kontellet un den all straed Papu zo bet serret dindan mont da vMayotte

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky