D’ar 16 a viz ebrel ez eus bet serret ur paotr yaouank a 13 vloaz straed Frézier e Brest, nepell eus an ti-kêr. Diskred zo warnañ bezañ savet un itrik war internet : lakaet a rae emgav war Le Bon Coin gant tud evit prenañ o fellgomzerioù-hezoug. Ur wech degouezhet an den e laere an hezoug ha kuit. Daou zen, ur paotr hag ur plac’h, a oa bet tapet fall e-giz se.
Hogen ne oa ket fin ar paourkaezh krennard rak n’en doa ket lazhet ar geo-lec’hiañ goude an taol. An den a oa bet laeret bali Tarente e Bellevue a zeuas a-benn da lec’hiañ e hezoug war internet. Ha gervel ar boliserien diouzhtu hag a serras al laer anavezet mat ganto.
Hag eo hennez ur Breizhad a-orin d’o soñj ?
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine