Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »

14 000€ setu ar yalc’had a zo bet tennet digant an Ajañs Sevenadurel Breizhek gant departamant Liger-Atlantel d’ar 15 a viz ebrel. Ha n’eo ket ar skoaziadenn gentañ a zo bet tennet diwar budged an Ajañs. Warlene e voe nullet ar skoaziadenn a 4000€ roet gant ar « rannvro » Broioù al Liger. Daou implijiad a zo gopret gant an Ajañs evit kas war-raok raktresoù breizhad en departamant ha dreist-holl e Naoned. Hag e vo miret an daou bost-se ? N’eo ket sur…

Emañ an Ajañs e soñj goulenn sikour gant ar Vretoned evit gellet kenderc’hel gant he labour. Ar pezh zo, n’hallo ket an emsaverien reiñ ur blank d’an holl ensavadurioù sevenadurel a zo o koll o skoaziadennoù pe oc’h ober freuz-stal er mare-mañ e Breizh a-bezh : Amzer Nevez, Diwan, Coop Breizh, ….

Emañ an Emsav sevenadurel en un enkadenn kriz er mare-mañ. Met dre faot piv ? Ur model ekonomikel nevez a zo da vezañ ijinet.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Naoned : An « Ajañs sevenadurel Breizhek » falc’het gant ar « redi budgedel »”

  1. Raymond Neveu dit :

    Penaos den ebet evit respont…! Hag un Ajañs all!!! Pa ur skolaj katolik e Naoned en-eus c’houlenn gwenneien roet on-omp graet evit ar re ruz NETRA!

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : reklem a ra kefad ar gourmarc’hadig, ar pratikoù a lak anezhañ da skampañ kuit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Naoned : 38 ti laeret e-korf 5 miz evit ur Roumanian

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Naoned : Djibril a zo diskred warnañ bezañ gwasket war testoù e-barzh ur fuzuilhadeg

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Sant-Juluan-Kankell (Bro Winiegi Naoned) : laeret eo bet ar buro-butun !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Ankiniz>Naoned : 160 km/e war ar c’hammedoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky