Petra zo c’hoarvezet d’an noz etre ar sadorn hag ar sul 13 a viz ebrel e Gaël e kôrnog pellañ Il-ha-Gwilun ? Un nozvezh paëlla a oa aozet gant ur strollad a dud yaouank tik gant ar redadegoù traktorioù-touzañ. 350 den o doa lakaet o anv, evezhierien a oa evit suraat al lec’h, hag er fin e oa ur bal digoust ha digor d’an holl.
Met tro-dro 0e30 ez eas an traoù a-dreuz…
800 den a zo deuet d’ar bal. Tud yaouank dindan boeson ha dreist-holl tud ha ne oant ket eus ar gumun. Emgannioù, kirri-tan diheiadennet, a-benn ar fin e voe galvet an archerien met taget int bet d’o zro gant hailhoned o jetiñ mein outo.
Dipitet eo ar gevredigezh Les Mécanouches hag o doa aozet ar fest-mañ.
Ha c’hoazh ! Eüruzamant n’eo ket bet lazhet den ebet evel e Crépol !
Crédit photo : pajenn Facebook les mecanouches
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gaël (35) : Reuzioù fall en nozvezh Paëlla !”
O evañ traoù kreñv, mechañs ne oant ket muzulmaned. N’eo ket evit sioulaat evelkent.