D’an 11 a viz imbril e oe tolpet kambr imbourc’h lez-varn galv a Roazhon. Dav e oe dezhañ lâr’ e soñj diàr-benn un den hag e zo diskred àrnañ bout un trafikour dramm ! Un den a Baris eo eñ, Lichas eo e anv-bihan, mes chom a ra ‘ba Pondi. Un trafikour dramm anavezet mat get ar justis eo hemañ. 39 gwezh eo bet kondaonet dija, 14 gwezh aveit aferioù dramm. Hag eñ 38 blez !
D’ar 26 a viz meurzh e voe kaset d’ar prizon kar tapet eo bet ‘ba un afer a drafikañ dramm (unan oc’hpenn !). Produioù a veze gwerzhet ‘ba Breizh a-bezh ha betak ‘ba Mayenne !
Hervez ar bolisourion e vehe hemañ komi un den toullbac’het. Ag ar prizon e kase ar « paeron »-mañ urzhioù da labourerion e-karg ag an trafik àr an dachenn. ‘Ba o zouesk e vehe Lichas èl rezon. Koko, MDMA, Hero ha kannab a veze trafiket get ur strollad a implijidi. Mes edan evezh ar polis e oent.
Get ar bolisourion e oa bet tapet ur c’harr-tan lan a dramm àr ur parkva gourhent. Ha ne oe ket pell ar Lichas hag e vignonez ag an oto-mañ ! A-drugarez d’e roll lez-varn e voe groet buan ar liamm etre an daou labous hag an oto…
Afi ! Faotañ a rae dezhañ bout dibrizonet memestra. Klasket en deus d’an nebeutañ mes gouzout a ra ar varnerion e c’hell ar labous nijal kuit pell a Vreizh ma vez leusket da vont. Setu perak e chomo ‘b’ar prizon da c’hortoz e brosez !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine