Fuloret eo kannad Aodoù-an-Arvor Corentin Le Fur goude diviz ar SACEM da lakaat ar familhoù e kañv da baeañ ur forfed a 5€ evit ar muzik a vo lakaet da glevet e-pad an obidoù.
« Un taos direizh » eo a lavar ar c’hannad hag a c’houlenn gant ar gouarnamant d’ober un dra evit mirout ouzh ar SACEM da lakaat he diviz e pleustr. Gantañ e vo kinniget un danvez-lezenn d’ar parlamant evit lakaat an traoù en o reizh.
N’eo ket ar wech kentañ e vez rebechet ar SACEM evel-se, evit taosioù direizh hag a-wechoù met ivez evit bezañ pizh war ar brenn gant sonerien munut zo.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine