Dalc’het e oa bet lid-sinañ live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Binig-Staol (Bro-Oueloù) d’ar 1añ a viz Ebrel. Sinet eo bet ar garta gant Paul Chauvin, Maer Binig-Staol, hag Amélie Brard, kargadez diorren an OPAB, dirak tud eus ar gumun hag ar skolidi eus an hentad divyezhek. Diorren ar c’helenn divyezhek a zo unan eus ar palioù da lakaat e plas a-benn 3 bloaz, goude bezañ digoret ur c’hlas divyezhek e skol ar Ged e 2021.
Crédit photo : Ofis ar brezhoneg
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »”
C’hoazh leun va c’henou!!! Ne wellan ket Mollac ar c’hlazik Plèrmel! Sur e gwechal kozh e vezer komzet Brezhoneg e Binik, en amzer gwechall kozh…! Evel hag e lavar paotrigou goude ar sinadur deomp da zebriñ un tamm!
Je déplore que d’autres ne donnent pas leur avis car même en français ce serait intéressant de savoir ce que d’autres non brittophones pensent…
Da R. Neveu
Kavout a ran mat-tre labour an OPAB. Gant digresk ar skorennoù (B4 da skouer) avat, n’ouzer ket ma c’hello derc’hel. An dra-se ne dalv ket e vijen a-du pa reont bruderezh evit « Gwirioù ar merc’hed » (lazhañ babiged e kof o mammoù) pe an horoskop. N’on ket a-du ha trist on, ha pediñ a ran evito, yun ha pinijenn a ran, memes, met gwir eo ez eus ar gwir da embann seurt traoù, daoust pegen fall int hervez gwirionez kelennadurezh an Iliz bet savet gant Jezuz-Krist. En amzer mañ n’eus mui ar mad hag an droug, sed aze gwrizienn ar wokelouriezh diwar ar geñverelouriezh. Diwar-se emañ e vo lakaet deiz pe zeiz ar broadoù e mar : da betra ur vroad ma n’eo ket kanañ en hon doare-ni meuleudi da Zoue, ha ma n’eus Doue ebet, aner eo pep tra, pa soñjer. Devezh mat deoc’h.