D’al lun 31 a viz meurzh e vo serret da vat al lec’hienn « Labour ‘zo » bet lañset e 2010. War al lec’hienn-mañ e veze renablet an holl ginnigoù ha goulennoù labour e brezhoneg. Gant an UBAPAR e veze merret. Hervez an UBAPAR en doa koashaet al lec’hienn » kement ma ne c’hellimp ket derc’hel anezhi ken… ».
Hag ar gevredigezh ha aliañ an dud da vont war Marc’had al labour, al lec’hienn savet gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag a ginnig mui pe vui ar memes servijoù.
Crédit photo : UBAPAR/Labour zo
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
4 réponses à “Achu gant « Labour ‘zo » !”
Hag-eñ eo labour Ofis Publik ar Brezhoneg d’ober pep tra ?
Labour zo a oa mat-tre, perak n’eo ket bet roet arc’hant d’an UBAPAR evit nevesaat al lec’hien e-lec’h reiñ muioc’h a arc’hant d’an Ofis evit kemer labour ar re all ?!
Peogwir emaomp e Bro-C’hall, siwazh, e-lec’h ma vez kreizennet pep tra, evit bezan gouest da veran pep tra (pe netra kentoc’h). N’eo ket darbet da Vreizh nag d’ar Vretoned bezan dieub, na zoken emren, gant seurt spered gall.
Da belec’h ‘maomp da vont gant seurt Ofis Publik-se d’am reor?!
Un doublon a oa. Gwelloc’h eo evel-se, ha kinniget mat-tre ! Gourc’hemennoù d’an Ofis !