Emañ ar re yaouank o treiñ sot pe betra ? E Bro-Raez e oa daou strollad oc’h en em zifiziout abaoe deizioù war ar rouedadoù sokial, a-benn ar fin e voe lakaet emgav e Sant-Pêr-Raez, e-kichen lenn ar Grand-Fay, evit en em bilat.
Eüruzamant e voe kelaouet an archerien ha d’ar sadorn 15 a viz meurzh e tegouezhas ur vrigadenn harpet gant ur visaskell evit adlakaat an traoù en o reizh. Un tregont a baotred yaouank a oa amañ memestra, a 14 vloaz da 17 vloaz, lod anezhe a oa deuet gant armoù zoken : ur gontell hag ar bistolenn tredan a zo bet kavet gant an archerien.
Bugale eus Sant-Brewenn Pornizh, Chauve a oa deuet. Lod a zo bet serret gant ar soudarded ha lod all a zo deuet a-benn da dec’hout kuit war o skouterioù.
Perak e savas an traoù etre tud yaouank eus kumunioù disheñvel ? Ne oar ket an archerien.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Pêr-Raez (44) : un tregont a gennarded deuet evit en em gannañ”
un tregont a gennarded, mod n’ouzon ket pelec’h, tregont grennard, mod Breizh, pe un tregontad grennard, pe un tregont bennak a grennard.