Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Goude ur sizhunvezh a drubuilh e lise Diwan Karaez e vefe dirouestlet an afer. Savet o doa ar liseidi o mouezh ar sizhun paseet abalamour d’o c’hoñdisionoù labour ha bevañ. Re nebeut ar salioù, Oaled ebet, toulloù er c’houskva, yen an dour d’ar mintin e oa hir evel un deiz hep butun roll reklemmoù ar re yaouank. Ar Rannvro hag ar gevredigezh « Ailes », bet fiziet enni meriñ domani Kerampuilh gant ar Rannvro, o doa tennet droug ar liseidi deuste. Ur « blokus » a oa bet votet gant ar re yaouank memes hag e oant en aviz kenderc’hel gant ar stourm ar sizhun-mañ c’hoazh.

Met, e-pad ar sizhun e oa bet forzh emvodoù ha taolioù telefon etre ar rannvro, ailes ha Diwan. Ha direustlet e vefe an afer hervez ur gemenadenn bet kaset digwener gant renerezh ar lise. Ar gemenadenn evel m’emañ :

« Goude meur a emvod hed-ha-hed ar sizhun eo bet kavet un diskoulm da-c’hortoz evit Dilun.

Prestet e vo deomp ur sal e kastell Kerampuilh (anvet an oditorium) evit ma vefe staliet un Oaled.

Digor e vo diouzh un implij-amzer a vo savet gant ar vuhez skol dre ma rankomp kaout un den gour, unan d’an nebeutañ, e-karg anezhañ.

Staliet e vo peadra da vuhezañ anezhañ tamm-ha-tamm gant sikour al liseidi. Ul lec’h dudiañ e vo dreist-holl.

Ar self a chomo digor evit ar re a fell dezho labourat pe bezañ en ul lec’h siouloc’h. Al levraoueg ivez, met gant reolennoù strishoc’h evit ma zo bet betek-henn.

An diskoulm-mañ a zo bet kinniget deomp gant ar Rannvro evit ma c’hellfe ar gevredigezh Ailes en em aozañ evit prientiñ un dachenn a zegemero ur sal fiñv-difiñv a vo feurmet ganeomp (Lise Diwan Karaez) evit degemer un Oaled “wir” adalek distro ar vakañsoù Ebrel betek fin miz Even.

Ar steuñv-mañ a zo evit leuskel amzer deomp da brederiañ evit an distro-skol e miz Gwengolo ha studiañ dre benaos e vo posupl implijout ar savadur nevesaet (B3) ha pegement e kousto deomp.

Gant-se e c’hellfe buhez al lise dont en-dro da vezañ sederoc’h hag ar c’hentelioù kregiñ en-dro. Kinniget eo bet d’al liseidi en emvodañ ur wech an amzer bep sizhun evit heuliañ an afer ha bezañ kelaouet war araokadennoù an teuliad. »

Mersi da JLT evit ar gemenadenn.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, Local, Société

Carhaix : les lycéens de Diwan manifestent contre la vétusté de leurs locaux

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

[Exclu Breizh Info] Un collectif de défense du Gallo déplace les panneaux bilingues bretons depuis Le Verger (35) vers…le collège Diwan de La Bouëxière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky