Setu. Nullet eo bet manifestadeg Plouezoc’h evit difenn an anvioù-lec’h brezhonek. D’an 22 a viz meurzh e oa bet deiziataet ar vanifestadeg-mañ. Ha perak eo bet nullet ? Peogwir o deus bet aon an aozerien e vefe bet rebechet dezho, gant ur c’homite teodule antifa bennak, e vefe deuet « tud eus an tu-dehou pellañ » er vanifestadeg.
E Plouezoc’h, d’ar votadegoù Europa, o doa rastellaet Jordan Bardella + Marion Maréchal muioc’h eget 21% eus ar mouezhioù. Un den diwar 5 ! Met n’en deus ket komprenet an Emsav mod « kozh nevez » en deus cheñchet ar bed, cheñchet Breizh. Echu ar bloavezhioù 70-90 ! Marv eo Jean-Marie Le Pen. N’eo ket mui Breizh ur vro « hag a stourm ouzh an RN ». A votadeg da votadeg ez a « an tu-dehou pellañ » war-raok e Breizh evel e pep lec’h en Europa ha pelloc’h. Perak ? Peogwir ez eus muioc’h-mui a estrañjourion en hor bro hag emañ o treiñ fall ar « c’henvevañ » santel. Netra ken.
Met chomet eo bac’het an Emsav er bloavezhioù 90. Evel « Indochine » !
Aze ne fell ket d’ar gevredigezh KLT e teufe « tud eus an tu-dehou pellañ » er vanifestadeg evit an anvioù-lec’h brezhonek. Met un den diwar pemp an hini eo a vot evit an « tu-dehou pellañ e Plouezoc’h. E Garlan, ar gumun tostañ en doa Jordan Bardella tizhet an 24,13% er votadegoù Europa. Mui 2,61% evit Marion Maréchal. E Lanmeur e oa 27,12% evit an RN hag all hag all.
KLT n’en deus ket gwelet ar cheñchamant-mañ. Emañ ar CGT, LFI pe Ar Re C’hlas en o izelañ kar traïset o deus ar bobl. Dibabet o deus ar « bobl nevez ». Ha bremañ n’eo ket mui ar vrezhonegerien evel gwechall. Tud eus an « tu-dehou pellañ » a zo. Ha muioc’h-mui. E Diwan evel e kevredigezhioù all. Marteze ez eus tud « eus an tu-dehou pellañ » e KLT ivez. Peogwir n’emañ ket Sébastien Delogu pe Sandrine Rousseau pe lern kozh an Emsav eus an tu-kleiz o lavarout « c’hwi zo ur faskour » el logelloù-mouezhiañ pa vez kemeret ur paper-votiñ « RN » gant Yann-Bêr Lagadeg.
Ur sektenn eo deuet da vezañ an Emsav evit ar brezhoneg abalamour d’an tu-kleiz. Ur sektennig, ur bedig, bihanoc’h-bihanañ. Seul vuioc’h a dud a vez o teskiñ brezhoneg seul strisoc’h an Emsav. Perak ne teu ket ar vrezhonegerien nevez d’hor manifestadegoù ? Peogwir ne fell ket dezho emezeliñ d’ur sektenn, d’ur chapel antifa ken diamzeriet, blaz ar c’hozh hag ar bloavezhioù 70-90 ganti !
Crédit photo : KLT
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine