‘Ba Monteneuf (reter Bro-Gwened e bro Ploervael) e oe diskonfortet an dud é welet e oe bet laeret mar a rier ‘b’ar gumun : kantinenn ar skol mes ivez tavarn ar stad, an atalieroù-kêr ha kreizenn ar lannoù ! Mes ar jañdarmed a labouras noz-deiz àr an afer ha daou zevezh àr-lerc’h e oe daou labous ‘b’an archerdi é kontiñ bidennoù. Reve ar jañdarmed o dehe an daou-se kemeret perzh ‘ba laeroñsioù arall ‘ba Guer ivez, nepell a Monteneuf. 11 afer a vehe rebechet dezhe ur sort !
Reve an aotroù maer, n’o deus ket ar fellerion o flas ‘b’ar gumun
Crédit photo : Tapadenn skramm pajenn Facebook ti-kêr Monteneuf
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine