Ur sport etrebroadel eo daet da vout kar laeroñsioù a sort-se a zo ‘ba Europa a-bezh: skrapet eo bet funoù kouevr arre ‘ba Morbihan ! ‘Ba Augan ha Campénéac ar wezh-mañ, ‘ba Bro-C’hallo. D’ar 27 a viz c’hwevrer oe bet merzhet get tud ar c’humunioù e oe mut o linenn telefon : e-pad an noz e oe bet skrapet metradoù a funioù Orange. Mes get piv ? N’haller ket sevel hipotezennoù amañ èl rezon bout m’eo arruet ispisializet kumuniezhoù zo àr ar laeriñ kouevr.
Ne vo ket adlaket an traoù ‘ba o reizh a-raok daou viziad reve ti-kêr Augan. Etretant e c’hello ar re o deus afer monet d’ar boutik Orange a Bloervael aveit kaout un telefon godell prestet get Orange.
Crédit photo : tapadenn skramm ti-kêr Augan
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine