Reoù o deus chañs da gaout kement ha arc’hant gante hep… gouzout penaos eo arruet en o chakod ! E Kêrnevez-Raez, e Bro-Raez, e oa bet serret daou zen e miz here 2023 o rodal en un takad greantel. E karr-tan unan e oa an daou. Pa oa bet goulennet gant an archerien petra e oant oc’h ober amañ e voe lavaret gant ar bleiner ne anaveze ket ar gwaz a oa gantañ en e gichen !
Hep aotre-bleinañ abaoe 9 viz e oa gantañ ur sapre yalc’had a arc’hant aour : 4 350€ en holl, bilhedoù dalc’het gant ul lastik. Diskred zo bet diouzhtu war ar bleiner da vezañ un trafikour bennak, anat. Ouzhpenn-se e lavaras eñ en doa kavet ar bilhedoù en ur skwat eus Fontenay le Comte e Vañde. Ur skwat ma vez trafiket ha kemeret dramm…iskis, iskis !
Kaset e oa bet en toull-bac’h gant ar barner da c’hortoz e brosez.
Deiz e brosez justawalc’h, d’ar 25 a viz c’hwevrer e Sant-Nazer, e lavaras e oa « en e aes en toull-bac’h ». Prederiet e vez outañ, ober a ra sport, n’eo ket fall e jeu ! Ma vez lennet ar pennad-mañ gant Mohammed Amra…
Evel just n’eo ket ar wech kentañ dezhañ tremen dirak ar barner : 6 menneg a zo war e roll lez-varn. Hag eñ 28 vloaz !
Hervez e vreutaer en defe c’hoant bezañ dibrizonet evit kregiñ gant ur stummadur souder ha… miret an arc’hant a oa bet kavet gantañ ! Kement hag ober !
A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h. Chom a ra en disheol avat kar kouezhet eo bet ar goursezoù a oa war e chouk a-raok an afer.
An arc’hant a chom gant al lez-varn, siwazh dezhañ…
Photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêche libre de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine