C’hoarioù video troet e yezhoù minorelaet a zo bremañ met unan m’eo euskareg e yezh orin, n’eus ket kalz : « Bazterka, hurik gabeko herria » eo unan evel-se. Levezonet gant ar c’hoarioù video japanad eo Barttolo Decung, un diorroer barrek hag euskaregour. Awenet gant ar mojennerezh euskarad eo e c’hoari. Hag un tamm gant ar wokism ivez ‘m eus aon rak n’eus ket nemet merc’hed ennañ.
Gantañ zo bet savet ur scenario awenet gant istorioù e vro : n’eus ket mui dour en Euskadi ha div verc’h zo vont da gemer penn an hent evit gouzout perak eo aet an dour da netra. War o hent en em gavout a raint gant « laminaed » seurt korriganed ar mojennerezh euskarad…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine