Yeaaaaaah !!! Bevet ar mod nevez, ar « Ghettosorri », da lavaret eo ar mammoù a fell dezho desevel o bugale « mod kozh ». « Mo’kozh » zoken ! Achu gant sotonioù Montessori ! Achu gant an « deskadurezh pozitivel » ! Bremañ eo ret d’ar vugale firiñ ! Mod-all e tapont ur flac’hadenn hag ez eont da gousket hep o asiedad kinoa. Diouzhtu !
Puten c’hast, arruet e oan skuizh gant ma c’hoar-gaer hag e 1000 levr Montessori. Lennet he doa pep tra war Montessori ! « Montessori evit ar re sot », « Montessori war enez Eusa », ha me oar me. Met, pa vez frikoioù familh e vez an holl dud o terc’hel warno kuit da skeiñ gant he bugale ken torr-penn int. Ur spont ! Biskoazh gwelet bugale ken dichek. Ma breur, penaos e c’hellez leskel an traoù da vont e-giz se. Ah ya, gwir eo, ma breur zo ur « gwaz disavet » ha fier-ruz da vezañ ouzhpenn-se !
E gwirionnez eo ul « lop' », ‘vel ma vez lâret du-mañ e Bro-Dreger. Ul lopagn !
Ha pa vez desavet fall he vugale, ne vir ket ouzh ma c’hoar-gaer da reiñ kentelioù da dout an dud war an doare de zesevel o re. Ha bewech ez a da gemer e levrioù Montessori evit reiñ muioc’h a bouez d’he arguzennoù (toull).
Ur gaochist eo ma c’hoar-gaer. Biskoazh gaochistañ ! Kejet he deus ouzh ma breur e Roazhon 2, setu perak… Met… ne oar ket e oa Maria Montessori pedagogourez ofisiel ar rennad faskour en Italia e-pad ur mare (a-raok bezañ dic’hrasiet, gwir), ne oar ket e oa bet arc’hantaet e-pad bloavezhioù gant arc’hant Mussolini (e arc’hant dezhañ !) ken e rae estlamm gant he labour. Ne oar ket e veze taget gant anarkourien ha gaochisted p’en doa graet annez e Bro-Spagn. Rankout a reas tec’hout kuit d’an Izelvroioù zoken ken dañjerus e oa deuet an traoù eviti.
E berr komzoù : tremenet eo Maria Montessori eus statud a bedagogourez ofisiel ar fachisted da bedagogourez ofisiel ar gaochisted !
Ne vir ket outi da vezañ savet priñsipoù a zeskadurezh interesus-tre met, dre ma’z a da gaoc’h tout ar pezh a vez touchet gant ar gaochisted, ez eus bet direizhet penn da benn he fennaennoù. Dav eo leskel ar vugale d’ober ar pezh o deus war zigarez « d’ober anaoudegezh gant o endro » pe da « arnodiñ ». Ha « dav eo kompren ». Kompren ar vugale p’o dez « barradoù fulor » pe « barradoù trivliadennoù ». Dav eo leskel anezho da « ezteurel ».
A-benn ar fin eo abalamaour d’an « deskadurezh pozitivel » mesket mui pe vui gant Montessori ez eus kement a vugale dichek, bresk en o fennoù, bugale ha n’int ket evit derc’hel war o nerzhioù, war o « barradoù fulor ». Bugale desavet gant pennaennoù feminist ! Ur rummad-oad a-bezh a zo bet aberzhet gant tout se.
Ne ouzon ket pegeit e pado mod nevez ar Ghettossori, an « enep-Montessori », met etretant bepred e c’hellin kas ma c’hoar-gaer da strakal burlu ‘lec’h he do c’hoant. Ha setu ur momed hag a c’hortozan anezhañ abaoe pell !
Ar werc’hez ruz
Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine