E karter Kerourien e oa o chom ar paotr en e 40 vloaz. Dija, gant se, e kompren Brestiz eus peseurt doare den a zo kaoz amañ…
D’an 11 a viz kerzu, tro 6e30, e oa o tistreiñ d’ar gêr. Met, gwelout a reas un oto o rodal. Ennañ e zealer a gokain ! Hag en e dle e oa : 150€ ! Komprenet en deus buan e oa un deiz fall evitañ.
Setu an dealer o redek war-lerc’h paotr Kerourien gant ur c’homper dezhañ. Tapout a rejont anezhañ ha lakeat e koufr ar c’harr-tan war-du koad Tremaïdig e Plouzane.
Aze e voe bazailhet e-pad 15mn. Taolioù barrenn houarn, taolioù linier, hemañ en deus paket !
Goude fest ar vazh e voe lakeat er c’houfr en-dro. Ha kemer penn an hent war-du bourk Plouzane. Met dont a reas a-benn an den da dec’hout kuit ha da gavout repu e ti ur mignon.
Setu erruet ar polis e-barzh ar jeu. A-benn ar fin e voe serret an tri den, ur vaouez en o zouez. Kaset int bet d’an toull-bac’h a-raok bezañ barnet. Dramm a zo bet kavet en o ranndioù eus Bellevue, Plouzane ha Kerourien.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine