Diaes e oa o c’havout abaoe pell endeo : an Dintined troet e brezhoneg a vo adembannet dabord. « Ar skouarn dorr » troet gant Martial Ménard e vo an hini kentañ. Gant Bannoù-Heol e vo embannet. E miz ebrel e c’hello an dud o frenañ. Da c’hortoz ha m’o deus bugale bihan e c’hellit prenañ « T’Choupi o vroustañ e dent », ul levr eus rummad mil-anavezet ar D’choupied. « Enezenn Tad-Kozh » gant Benji Davies a zo bet embannet nevez zo gant an ti-embann ivez, ul levr all evit ar re vihan.
Crédit photo : Decitre
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine