E Bro-Raez e oa bet ur gumuniezh protestant. E « Pradvael » (« Préfâille » e gallaoueg) he doa annezet ur familh er bourk 100 vloaz zo. Ur familh pinvidik e oa, gant ur pastor. Ha klasket he doa avielañ ar vro. Un nebeut a dud a oa bet gounezet d’ar feiz protestant mod-se ha partiet an traoù : e miz gouere hag eost e veze graet oferennoù protestant bep sul. Hervez an iliz protestant unvan e vefe c’hoazh en hañv.
E Sant-Brewen e oa un templ ivez kar ur gumuniezhig a oa, tud pinvidik ivez hag a zeue dreist-holl d’an hañv, e liamm gant kumuniezh Pradvael. Met tamm-ha-tamm ez eas ar gumuniezh-se da netra ha bremañ eo serret an templ hag a oa… « alez an templ » e Sant-Brewen ! Emañ e gwerzh bremañ a-raok mont da lojeiz moarvat kar ur c’houplad en deus c’hoant d’e brenañ.
D’ar 7 a viz eost 1935 e oa bet digoret hag eontr-kozh Lionel Jospin, Héliodore Jospin, a oa bet pastor en templ-mañ, memes !
Ur sort templ mod amerikan eo an ti-mañ, rummet monumant istorel ha diaes eo cheñch un dra bennak ennañ. Ha koulskoude ez eus kalz labour d’ober ennañ rak n’eo ket un er stad vat !
E Pornizh ez eus c’hoazh oferennoù protestant bep trede sul ar miz, e ti Saint-Paul (ur greizenn katolik) da 6e noz.
Gwechall-gozh e oa kalz vuioc’h a demploù e Bro-Raez. E Onnod-Raez (« La Frenaï » e gallaoueg) da skouer e oa un templ e kastell an Noë-Briord kar protestant e oa ar familh De La Nouë o chom ennañ.
En Argoad Bro-Raez, din da c’hoût, n’eus ket bet lec’hioù e-giz-se evit ar relijion protestant. Katolik-tre eo Bro-Raez…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “(Tost) achu gant ar brotestanted e Bro-Raez…”
muioc’h a musulmaned eged protestanted ez eus hizio memes e bro raez , sur ha neo ket marteze