An nep a zo bet da Vro-Euskadi an norzh a zo bet bammet gant an « eusko », ar moneiz lec’hel eus an teir froviñs eus Ipparalde. E kalz a voutikoù e c’heller paeañ en eusko ha n’eo ket er stalioù alternativel nemetken.
E Breizh ez eus moneizoù lec’hel ivez met n’eus hini ebet ken implijet hag « hollek » hag an eusko.
Bremañ emañ an abertzale o prederiañ war ur moneiz euskarad hag a dalvezfe en euskadi a-bezh ! D’an 8 a viz c’hwevrer e vo un emvod e Baigorri war ar sujed-mañ. Ar c’hevredigezhioù Euskal Moneta, hag a ra war-dro an eusko, ha Gizartearen Moneta hag he deus c’hoant sevel ur moneiz a seurt-se en Hegoalde (Bro-Euskadi ar su) a vo en emvod-mañ.
E-barzh ar jeu an deiz-mañ ivez : prezidant ar gumuniezh kumunioù Bro-Euskadi memestra hag a lavaro e soñj an dro-mañ, un den eus ar rannvro Akitania-Nevez, bez-prezidantez ar gumuniezh emrenn Naffaroa (an Navar) ha bez-prezidant ar Gipuzkoa ! Da lavaret eo ne vo ket tri gaochist o sevel kestell el loar evel e Breizh pa vez aozet seurt emvodoù.
Hag e vo ur moneiz « holl-vreizhad » er pemp departamant eus Breizh un deiz bennak ?
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
3 réponses à “Emañ euskariz o prederiañ war ur moneiz « holl-euskarad »”
Ur moneiz boutin zo dija evit an holl Euskariz hag an holl Vretoned, ‘gav din…
Gortoz pell, gortoz gwell, evid Breizh… evel boaz !
Divinet ho peus eo an euro, eveljust !