Un strollad evit kas war-raok an euskareg e Navarre eo Sorionekuak.
E miz 2023 da skouer o doa lañset ur gouel evit an euskareg e Iruñea gant ar ger-stur : « Euskara, navara guztiona » (« Euskara, Navarad evit an holl »). Ar bloaz-mañ e fell da Sorionekuak derc’hel emvodoù war holl bontoù Navarre d’an 10 a viz mae.
Evit Sorionekuak ez eo ar pontoù un doare da sevel muioc’h a gomprenidigezh etre ar pobloù. « Pontoù ar gomprenezon » e vo ger-stur ar vanifestadeg-mañ.
E Navarre n’eo ket ken diorret an euskareg hag e proviñsoù all eus Hegoalde. Da gentañ peogwir n’eo ket ken kreñv an emsav abertzale er proviñs emren-mañ met ivez peogwir, e-keñver en istor, n’eo ket bet komzet euskareg en ur lodenn vras eus Navarre. En norzh avat eo bev ar yezh c’hoazh.
Crédit photo : Sorionekuak
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine