Ar bloaz-mañ ez eus 37 bugel muioc’h e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm eus Ipparalde. Hag en o zouez, lod a zo en ikastola, da lavaret eo e reont gant an euskareg a-hed an devezh !
Emañ Ofis an Euskareg o paouez embann ur studiadenn war ar skolioù. Er studiadenn-mañ eo skrivet ivez ez eus klasoù divyezhek e 71% eus skolioù a Vro-Euskadi an norzh, ha pa vefent publik, prevez pe kevredigezhel (ikastola). A-benn ar fin, n’eus ket tamm klas divyezhek ebet e 65 skol nemetken.
Siwazh ne’z a ket war-raok ar c’helenn en euskareg kement-se ar bloaz-mañ. Warlene e oa 10 711 bugel skoliataet en ur skol divyezhek tra ma’z eus 10 821 ar bloaz-mañ. A-boan ur c’hant bennak muioc’h !
En eil derez n’eo ket memes mod atav : mont a ra war-raok an traoù gant muioc’h-muiañ a skolajidi pe liseidi o deus kentelioù euskareg. Keloù fall avat : er skolajoù ha liseoù micherel pe teknikel n’eus ket kalz a glasoù divyezhek pe kentelioù euskareg zoken.
Ur sifr chalus all : Diwar 5 bugel hag a grog gant an euskareg er skol-vamm, 4 a zilez ar yezh a-raok tremen ar bak.
E Bro-Euskadi en norzh, un den diwar bevar a oar euskareg met mont a ra ar sifr-mañ war-zigresk ingal.
Crédit photo : wikipêdia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm”
Setu ur c’heloù a zo mat !