Gant ti-kêr Iruñea, e Navarra, zo bet embannet un danvez-steuñv evit kas war-raok implij an euskareg e kêr. Divizet e vo warnezañ gant ar c’hevredigezhioù ag aktourien ar yezh evit klokaat anezhañ. Kaout ur steuñv klok kent fin ar bloaz eo pal an ti-kêr.
Gant kêr Iruñea e vo kinniget d’an dud ostilhoù evit deskiñ euskareg. Koulzadoù kelaouiñ a vo aozet ivez evit broudañ an dud da zeskiñ yezh ar vro ha gwelaat skeudenn ar yezh er gevredigezh. Gant gouarnamant emren Navarra e vo kenlabouret evit ijinañ ostilhoù ha kas koulzadoù asambles.
Ur bodad « euskareg » a vo savet gant an ti-kêr ma c’hello aktourien, kevredigezhioù, kuzulierien hag ar servijoù teknik labourat asambles evit ma vefe muioc’h a euskareg er vuhez foran.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine