Muioc’h-muiañ anezho a zo é tegouezhet ‘b’ar vro bemdez ha den ne ouia e-men o lakaat : ‘ba Bro An Oriant ema ar gevredigezh « Le Chaînon » é klask kavet bod aveit an embroidi. « N’hon eus ket mui a lojourion » reve Odile Schmitt, unan ag an dud a youl vat a labour aveit ar gevredigezh. Ha ma ! A-gaoz da berak ‘ta ? Pendeogwir ema bet dipitet tud a galon vras zo get o ostizion meurhat ?
Klask zo àr un dek bennak a lojourion er mare-mañ get Le Chaînon.
Mes, ma n’eus ket plas a-walc’h aveit reiñ bod da estrañjourion, petra zo kaoz e chomont amañ ? Petra zo kaoz ne vezont ket kaset d’o bro en-dro ?
E miz gourhelen e oe bet anzavet dija get ar prefeti n’halle ket mui degemer tud er lec’hioù gouestlet d’an herberc’hiiñ difrae a-gaoz d’an estrañjourion hag a oe re niverus. Hag un diouer a lojamantoù a zo aveidomp-ni Bretoned er Morbihan !
Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine