E miz here 2024, ur studer e medisin a zo bet taget war parkva ar skol-veur. Ur tropellad a dud a lammas warnañ, a skoas gantañ, a strinkas gaz outañ hag az eas kuit gant e oto.
Nevez zo, d’an 08 a viz genver, zo bet taget ur studier war ar gwir, straed Kergoat, gant tri den. E bellgomzer hezoug a zo bet laeret. Serret eo bet an dagerien un tamm pelloc’h. Yaouank-tre e oant : 18, 18 ha 16 vloaz. Ha tud eus ar vro int ? Chitit ! Arabat goulenn, arabat lavarout !
Etretant zo bet ur pemzek bennak a dagadennoù a seurt-se. A-enep ar re yaouank pe ar studierien bewech. Hag a-enep ar baotred kentoc’h ! Pellgomzerioù, botoù, arc’hant, kartennoù bank a zo bet laeret. Goulennet he deus an UBO e vefe muioc’h a boliserien o rodal tro lec’hennioù Kergoat pe Bouguen ha vijiled eus un embregerezh prevez a zo bet gopret evit evezhiañ ouzh ar C’hrous.
Drol eo, n’o deus ket manifestet studierien eus an tu-kleiz pellañ « a-enep ar polis faskour » hag ar « vijiled, milis ar batroned ».
E Naoned e c’hoarvez tamm-pe-damm ar memes tra abaoe bloaz : studierien a vez taget ingal war ar C’hampus. Ha n’eo ket gant begoù gwenn e vezont taget e-giz-se… Justamant, unan eus an tri zager yaouank serret e miz genver a oa a-orin eus Naoned.
Aterset gant Le Télégramme, komiser Brest a ro un ali d’ar studierien : « arabat bezañ ho-unan o pourmen d’an noz ». E berr komzoù : d’ar rakailhed eo straedoù Brest goude 8e noz !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Piv a dag ar studierien e Brest ?”
– « ur studier e gwir » signifie « un vrai étudiant ». « Un étudiant en droit » se traduit par « ur studier war ar gwir ».
– On ne dit pas « an tagerien », mais « an dagerien »
– On ne dit pas « ha tud eus ar vro eo ? » mais « tud eus ar vro int ? »