D’ar gwener 10 a viz genver e oa Sant-Brewenn seziz warnañ gant 25 archer oc’h evezhiañ hent Sant-Nazer.
Ganto zo bet tapet un estrañjour, diskred warnañ bezañ un trafikour dramm etre Sant-Nazer ha Bro-Raez. Gantañ e oa 35gr a gannab. Ha dre m’en doa ket paper eo bet kaset da greizenn bac’hañ Olivet, e Naoned. A-raok bezañ skarzhet d’e vro. Ar buanañ ar gwellañ mar plij !
Un estrañjour all ha n’eus ket da vezañ nag e Breizh nag e Bro-C’hall a zo bet asinet e gêr e Sant-Nazer. A-hend-all zo bet tapet tud mezv ha tud dindan dramm o vleniañ. An holl o deus bet kastizoù pe a vo galvet gant an aotroù barner a-raok pell.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine