N’eo ket bet souezhet tud Komborn o klevet e vo staliet 23 kamera evezhiañ e kêr a-benn an eil c’hwechmiziad 2025. Abaoe bloavezhioù ez eus muioc’h-muiañ a felliezh er gêr-mañ hag a oa trankil gwechall. Trankil a-raok ar « Vretoned nevez » hag ar re a glask ober evelto. N’eus ket pell zo e oa bet graet freuz ha reuz e kreiz-kêr gant un oto o tennañ mortieroù da skouer.
236 735 € HT a vo dispignet gant ar gumun evit staliañ ar videoevezhierezh. 10 eus ar c’hameraioù-mañ a c’hello lenn ar plakennoù-marilh.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine