A-c’houde daou vlez ema difennourion ar berton é klask sevel ur skol Diwan ‘ba Henbont. Mes diaes e oe an traoù get an ti-kêr doc’h a ouiomp. Ar vaerez, Michèle Dollé a zo ag an Alzas ha ne ouia ket berton. Alzasianeg ne ouian ket. Mes n’eo ket a-enep hor yezh kar traoù vez groeit ‘ba Henbont aveit ar berton. E 2016 da skouer e oe bet roet ur priz aveit he folitikerezh lan a youl. Mes amzer ar vugale hag hini an ti-kêr n’eo ket ar mem tra.
Krediñ a rae ur strolladig tud tolpet b’ar gevredigezh « Bugale ar Blavezh » e vehe moaien digoriñ ar skol kerkent hag e miz gwenholon a za mes n’o doe ket kavet an ti-skol. Soñjet e oe gete e vehent bet sikouret get an ti-kêr dre feurmiñ dezhe ur lojeiz : kreizenn-dudi Kerpotence, mes blev. Reve an ti-kêr n’eo ket azasaet ar lec’h aveit ur skol, surtout ma faotañ d’ar gevredigezh he digoriñ e miz gwenholon. Re gompliket ! Labourioù a zo d’ober hag argant da lakaat a-barzh. Ha berr an argant aveit ar strollegezhioù lec’hiel ‘ba mare-mañ.
Doc’h o zu, e vez lâret get an emsavourion ema an ti-kêr é tortihiñ hardizh. « Atav e vez kavet digarez toull ha pa vez kaoz ag ar berton » a lâr-gi.
Da c’hortoz, ema « Bugale ar Blavezh » é klask un ti bennak. Ur galv zo bet lañset.
[email protected]. Pgz : 06 23 35 92 85
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine