Betek bremañ, gant kumuniezh kumunioù Bro Ankiniz ha Erdre et Loire initiatives, e oa moaien feurmiñ ur skouter, ur velo tredan pe ur c’harr-tan evit mont da labourat. Gant al labourerien paour pe ar re yaouank e veze implijet ar servij-mañ dreist-holl. Echu gantañ bremañ. Ne fell ket mui d’an asurañsoù gwarantiñ ar mekanikoù ! Peogwir ez eus bet re a broblemoù ?
D’ar c’hentañ a viz genver e tleo al labourerien en em zibab o-unan ! Moaien vo da feurmiñ beloioù tredan memestra a-drugarez d’un doare skoazellañ all, met echu gant ar c’hirri-tan hag ar skooterioù. 32 e oa en holl memestra !
Emañ Bro Ankiniz o klask un diskoulm met da c’hortoz e vo al labourerien ar fri war ar gloued er c’horn-mañ eus Breizh.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Ankiniz : echu gant ar « rouedad fiñvusted » !”
Hag implijet kalz hag alies an doareoù-se evid petore beajoù ?