D’ar 17 a viz an Avent e oe ar RAID ‘ba Plañvour ! ‘ba kamp ar Jispianed. An deiz a-raok e oe bet tennet doc’h ar bolisourion ‘ba An Oriant a-c’houde un emgann ‘ba un davarn : Le Monroe, plasenn Jules Ferry. Anavezet mat ‘ba An Oriant. Tud a zo bet bleset ha pa achapas ar re o doe savet bec’h e yeas ar bolisourion àr o lerc’h. Ya mes tennet e voe dezhe get ar gonifled. Buan-tre e voe diskred àr Jipsianed a Blañvour kar ur pikol kamp a zo ‘b’ar parrez. Ha n’o deus ket droed kampiñ amañ oc’hpenn-se.
Fardiñ a reas ar bolisourion àrne tro 11e30 antronoz ha tapet daou zen. Un arm a zo bet kavet ivez.
‘Ba Gwidel, nepell a Blañvour, zo jeu ‘b’ar parrez diàr-benn ar c’hamp nevez aveit ar Jipsianed. Lod a dud ar gumun a zo a-enep groñs. Un dachenn a vehe miret aveite etre ar C’hap ha Lokmaria b’ar PLU nevez. ‘B’ar C’huzul-kêr, àr ar rouedadoù sokial, ‘b’ar bourk, tout an dud a gaoz a se.
Hag èl kustum, eo ar re ag an tu-kleiz a zo aveit an dachenn nevez…. get ma vez pell ag o zi, èl rezon !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine