E 2013, etre miz meurzh ha miz eost, o doa lakaet freuz ha reuz war armor Bro-Raez. 8 den war bank ar re damallet. 37 den war bank ar « c’hrevennoù keodedel ». Tud o c’hortoz respontoù. Perak int bet laeret an noz-mañ ? E Bro-Raez eo bet graet al lodenn vrasañ eus al laeroñsioù : Sant-Mikel, Kerverner-Raez, … Boeson ha boued a zo bet laeret met ivez ostilhoù, sigaretennoù, urzhiataerioù, pep tra a oa dirak o fri lous. Ar c’hirri-tann laeret ? Lakaat a raent tan enne ! E Sant-Mikel o doa laeret ar skol memes ! Urzhiataer ar renerez a zo aet gante, gant dosieroù ar skolidi ennañ.
Dirak lez-varn Sant-Nazer e oant d’an 10 a viz kerzu. Unnez vloaz goude ar fedoù. Petra a servij ? Kondaonet int bet holl da gastizoù toull-bac’h gant goursez. Unan anezhe en deus bet c’hwec’h mizvezh « kreñv » memestra. An hini nemetañ eo. Fuloret eo ar c’hevrennoù keodedel evel jsut ken gorrek eo bet ar justis ha ken izel ar c’hastizoù.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine