Sinet eo bet ar Mercosur gant Ursula Von der Leyen en desped da vMacron hag a oa a-enep ar feur-emglev-mañ (sañset) ? Ne fell ket d’al labourerien-douar bezañ tapet lous ur wech adarre ! En Il-ha-Gwilun e vo nac’het ar c’hontrolloù gant izili an FDSEA hag ar JA, setu ar pezh a zo bet embannet d’al lun 10/12 gant an daou sindikad. Ha lakaet e vo gwask war ar gourmarc’hadoù evit ma vefe prenet kig ha legumach produet e Bro-Frañs ha n’eo ket an diaoul oar pelec’h.
En atantoù, pa vez kontrollet al labourerien-douar, e tegouezh daou gontrollour armet goude m’eo bet lazhet daou anezho e 2004 e Dordogn. Skuizh eo ar baizanted gant se !
Ur sizhun zo, d’ar merc’her 5 a viz kerzu e vanifestas un hanter-kant bennak a izili eus an FDSEA 35 e Felger dirak an is-prefeti. Da achuiñ ar vanifestadeg, zo bet graet ur c’halon bras gant an trakterioù evit derc’hel soñj eus al baizanted « malet e-pad an enkadennoù ».
Illustration : FDSEA 35
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine