Ha tennet e vo gant an ARCOM (Aotrouniezh reoliñ ar c’hehentiñ klewelet ha niverel pe « ARKeh » e brezhoneg) aotre C8 hag hini chadennoù all eus ar strollad Bollore ? Setu ar pezh a vo gwelet (pe get) er mizioù a zeu. Met n’eo ket gant ar prezidant kozh e vo kemeret an diviz, gant ar prezidant nevez ne lavaran ket hag hemañ a zo breizhad a-orin : Martin Ajdari an hini eo.
Martin Ajdari a zo mab Martine Buron, maerez kozh Kastell-Briand e Liger-Atlantel. Iranian eo e dad, bet diplomat.
Gant Martine Buron e oa bet isaet ar Gwenn-ha-du ouzh ti-kêr Kastell-Briand pa oa e penn ar gêr. Tomm e oa he c’halon ouzh identelezh breizhad kêrbenn bro-Vez.
Ganet eo he mab e Pariz met maget eo bet e Kastell-Briand ma chomas betek mare ar studioù. Goude e vak ez eas da Bariz da studiañ en ESCP Business School, ha neuze Sciences-Po hag an ENA da echuiñ.
Illustration : gant Opéra national de Paris — Travail personnel, CC BY-SA 4.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=99530529
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine