Kêr bPlegadeg er Morbihan a zo anavezet evit he c’hrevier o vleuniañ e tiez ha jardrinoù da vare Nedeleg. Met e Sant-Juvat, nepell eus Dinan, n’eo ket fall kenebeut : 60 kraou a c’hell gwelet an dud er mare-mañ, met n’eo ket e tiez an dud ar wech-mañ, en iliz ne lavaran ket.
An tad Galène an hini eo a brest e zastumadeg d’ar barrez evit brasañ plijadur kristenien ar vro. Er bed a-bezh en deus dastumet krevier. 3 500 en deus er gêr !
Dre m’int bet staliet en iliz n’eus ket ezhomm paeañ evit o gwelet met gallout a ra ar viziterien reiñ o skoed evit sikour ar gevredigezh Saint-Juvat Patrimoines hag a ra war-dro glad kêr Sant-Juvat.
D’ar sadorn ha d’ar sul en iliz, betek ar 5 a viz genver.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine