D’an 30 a viz du ez eus bet ur vanifestadeg dirak is-prefeti Lannuon. Petra a c’houlenne ar vanifestourien ? C’hoant o doa derc’hel war Pauline Dubus, an is-prefetez evit ma ne vefe ket skarzhet ur familh a 7 den eus Jeorjia hag a zo o chom en ur ranndi eus Lannuon. Met ivez e felle d’ar vanifestourien reklem e vefe lesket da vont un Tunizian dindan OQTF. Hemañ zo asinet er gêr evit 45 devezh. Met ne vern ! Fellout a ra d’ar gaochisted e vefe « dibrizonet » ha degemeret dichipot e Breizh !
Diaes eo d’ar vretoned kavout pep a lojeiz met tud a vez o vanifestiñ evit ma chomfe estrañjourien dindan OQTF en hon tiez !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine