Fuloret eo tud Diwan ! E-pad ur mare e felle d’ar gevredigezh sevel un adskolaj er C’henkiz, ur greizenn vakañsiñ dalc’het gant eskopti Orléans. Ul lec’h brav hag a-zoare e vefe bet evit ar skolajidi eus norzh Treger !
Met daoust da vezañ marc’hataet e-pad pevar bloaz ne voe ket kavet tamm diskoulm ebet etre Diwan, an ti-kêr hag eskopti Orléans. Hervez an ti-kêr ne oa ket sirius raktres Diwan a-fet arc’hant, pezh a nac’h ar gevredigezh.
Ha bremañ zo bet kelaouet Diwan e vo distrujet ar c’henkiz evit sevel ur greizenn… Pierre & Vacances ! Netra evit ar Vretoned hag ar brezhoneg met 100 ranndi ker meurbet evit vakañsourien !
Mantret eo difennerien ar brezhoneg er vro-mañ !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine