E Sant-Ervlan, bannlev Naoned, emañ ar mikro-magouri Youn ha Solena en arvar. Mankout a ra 20 000€ er c’hêf ha dav eo d’ar gevredigezh kavout ar sammad-mañ a-benn ar 15 a viz genver. Setu perak he deus lañset ar vagouri ur c’houlzad evit dastum moneiz.
Hogen, daoust hag eo Y&S ur mikro-magouri e brezhoneg penn-da-benn, e hañval Youn ha Solena bezañ « klañv » gant ar wokism : skritur « inklusivel », manifestadeg gaochist evit Breizh adunvanet (mui ur bern traoù all siwazh) ha sellit mat ouzh ar skritell !
Pep hini zo libr !
Crédit photo : Youn ha Solena
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Ervlan : emañ ar mikro-magouri dre soubidigezh en arvar met…”
An dra-se ‘m boa gwelet ivez : o skritur ‘inkluziv’ a zistaol ar re n’int ket a-du gant ar …skritur-se.
Gwazh a se dezho, en em glozañ a reont o-unan en ur bedig-bed dezho o-unan. An dalc’h zo daoust hag eñ e kavint 20.000 euro er bedig-bed-se « ‘giz pa vije » evel ma lavar an Itron Fransoaz Morvan. Kalet eo ar gwirvoud : serriñ a raio ar vagouri eta.