Betek-henn e oa ar Vreudeuriezh Sant-Pie X e norzh Penn-ar-Benn nemetken. Ur prioldi he deus ar Breudeuriezh e Gwipavaz, ar prioldi Sant-Erwan, gant tri beleg hag a ra oferennoù e Brest (chapel Santez-Ana), e Montroulez (manati Itron-Varia ar Feuteunioù), e Plouigno (chapel Itron-Varia ar mur) mui oferennoù ur wech dre vare e Lannedern, e menez arre, er chapel Koad ar Roc’h.
Hiviziken e vo oferennoù mod Sant-Pie V e Kemper ivez, setu ar pezh a zo bet embannet war « Le Phare Breton », kazetenn ar vreudeuriezh e Penn-ar-Bed.
Perak e erru ar FSPPX e Kemper eta ? E-pad mizioù ez eus bet sach-blev etre paotred ha merc’hed an hengoun eus ar vreudeuriezh Sant-Pêr hag an eskob Laurent Dognin. Torret eo bet gantañ ar feur-emglev a oa etre an eskopti hag ar vreudeuriezh just a-raok nedeleg 2023. Perak ? Peogwir e oa re a fideled az ae d’an oferennoù e latin evel just ha ne oa ket an eskop mestr war e barrezioniz ken. Ma ne vefe ket an Iliz katolik a-vremañ ur seurt ONG evit an enbroidi hag an LGBT, marteze e vefe interesetoch ar fideled gant an oferenn e galleg…
Bremañ n’eus ket a veleien eus ar vreudeuriezh Sant-Pêr. Ha, dre-se, n’eus ket mui oferennoù mod Sant-Pie V.
Hervez an abad Patrick Troadec, abad an FSSPX, en deus goulennet ur strollad a fideled eus ar Vreudeuriezh Sant-Pêr sikour gant an FSSPX. C’hoant o doa da gaout oferennoù mod kozh evel ma oa gant an FSSPêr. Daoust d’al labour o deus war o chouk dija e c’hello an tri beleg mont da oferenniñ e kêrbenn Penn-ar-Bed ur sul bep miz. Setu erruet an FSSPX e Kemper neuze, a-drugarez d’an eskop Laurent Dognin !
E Breizh hag e Bro-C’hall ez eus bagadoù a fideled nevez en ilizoù met ar c’hros anezho a zo tud a fell dezho selaou oferennoù mod-kozh, oferennoù e latin mod Sant-Pie V hag heuliañ ur gwir deskadurez kristen ha n’eo ket sarmonioù toull diwar-benn « egile » (=an enbroidi) an Iliz gaochist a-vremañ.
Crédit photo : Le Phare Breton
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine