Bez e veze roet bod d’an den-mañ ha d’e familh e CADA (Kreizenn degemer evit goulennerien bod) Limoges. Hervezañ eo rus a vroadelezh (eus ar C’haokaz ?) ha goulennet en doa ar « gwir minic’hi » digant stad gall. C’hoant en doa chom e Bro-C’hall evit hor pinvidikaat ?
Evit peurlipat e zoser ez ae da laerañ tiez er C’hantal gant mignoned dezhañ. D’an 30 a viz here e voe gwelet karr-tan an tri labous e Prunet, ur gumun eus kanton Arpajon-sur-Cère. Serret gant an archerien e voe kavet bravigoù e-barzh o oto, bravigoù hag a oa bet laeret ar memes deiz e Senilhes, nepell arc’hann… Trankil mimil !
D’ar gwener 15 a viz du e oant dirak lez-varn Aurillac gant o jubennour. An tri a zo bet kondaonet : 15 mizvezh ha 24 mizvezh toull-bac’h mui un OQTF war-briz (e-pad 10 vloaz).
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine