D’an noz etre an 11 hag an 12 a viz du e oa daou zen o klask laerañ ar stal c’hwezh-vat Beauty Success e Pont ‘n Abad, e Bro Vigouden. Kougoul ganto, burin, ostilhoù evit laerañ, an daou-se a oa akipet mat met, siwazh, e kornas an alarm. Ha kuit !
Unan anezho a voe serret peuzgoude gant ar PSIG. Anzavout a reas buan. Paotr Bucarest eo. Tutet eo bet e Romania « gant un den » evit « labourioù mañsoniñ » met pa erruas e Breizh goude 2900 km a hent e oa bet kinniget dezhañ d’ober laeroñsioù. Hag e voe kontant d’hen ober !
A-benn ar fin e vo laouen d’ober anaoudegezh gant lez-van Kemper rak kondaonet eo bet da 8 mizvezh toull-bac’h. hag un OQTF war briz !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine