13 ha 17 vloaz int. Ha dija emaint o vont da dremen dirak ar barner abalamour d’un aridennad a laeroñsioù. Ha n’eo ket avaloù pe patatez o defe laeret, seier hag esañs tro Pornizh ne lavaran ket.
Hag estreget laerañ o defe graet : diskred zo warno da vezañ stufet war an dud, kanañ kunejennoù, bannañ birigoù ouzh an dud hag all. Ur gwir « road-trip » feller hag a badas tri devezh.
A-benn ar fin int bet serret gant an archerien d’ar 7 a viz du. A-raok o defe diframmet seier digant merc’hed an deiz a-raok ha tec’het kuit dirak an archerien !
E Blaen ha Kernevez-Raez emañ an daou lampon o chom. Emaint dindan evezh barnerezel a-raok bezañ kaset dirak ar barner e miz genver a zeu.
Hag o zud, pelec’h emaint ?
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine