Ur « Rus » a vroadelezh eo met petra eo e orin evit gwir ? 22 vloaz eo ar paotr-mañ ha chom a ra e ranndi e vignonez en e 20 vloaz e Kemper.
D’an 2 a viz du e oa o c’hoari FIFA war e gonsol. Met koll a ra. Inervet eo. Tamm-ha-tamm ez a e spered digantañ. N’hall ket mui sujañ e nerzhioù. Aon he deus e vignonez. Anavezout a ra al louarn hag e daolioù fulor !
E-keit m’emañ o koll e skiant war e gonsol ez a ar plac’h er-maez da bourmen gant ur vignonez dezhi amzer leskel he gwaz adkavaout e skiant vat.
Met pa tistro ar paourkaezh plac’h emañ gwasoc’h an traoù. Daoubennet tout an traoù er ranndi ! Hag inervetoc’h ar « Rus » !
Peuzgoude setu partiet fest ar vazh e loch ar poubelennoù. Skeiñ a ra hag a ra. A-benn ar fin e vo ehanet ar plac’h e-pad 10 devezh ken gloazet eo.
Met pa arruas ar boliserien e kendalc’has ar c’hoari gantañ : « mab ur c’hi ! Sun ma fich ! » a huchas ar « Rus » ouzh ar c’hargidi. Er c’homiserdi e tleas ar boliserien ober gant an tazer evit e vestroniañ.
D’ar pemp a viz du e oa dirak lez-varn Kemper. Pemp menneg a oa war e roll lez-varn, unan all a vo hiviziken. 18 mizvezh a doull-bac’h en deus tapet hag arabat diskouez e fri e Kemper e-pad pemp bloaz.
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine