E Pluvelin (Bro Gwened, etre Baod ha Logunec’h) aveit Halloween, èl e mar a gêr a Vreizh, e ya ar vugale a di da di aveit rastellaat madigoù. Ar blez-mañ, oc’hpenn-se, e oe bet aozet ur « boum » get Kuzul ar re Yaouank, etre 4e GM ha 6e. Goude-se e yeas ar re vihanañ ambrouget get un tad da c’houlenn madigoù.
Ya mes ar blez-mañ, èl àrlene, e voe lakaet freuz ha reuz b’ar bourk get ur strollad hailhoned. Krennarded dichek, direspet, lod é tonet a Logunec’h. Traoù zo bet torret gete ha videoioù kaset àr ar rouedadoù sokial (ha tennet kerkent mes get piv ? O zud ha ne oent ket àr o lerc’h diriaou da noz ?)
Etre Logunec’h ha Pluvelin, eh eus ur strollad a dud yaouank é rikliñ muioc’h-mui àr hent ar wallgrennardiezh, ‘m eus aon.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine