Fest ar muzik e oa e Sant-Malo d’an 21 a viz even 2024. An deiz-se, e oa bet kontellet daou zen yaouank e intras muros, nepell a zor Dinan.
Petra zo c’hoarvezet eta ? Daou Jeorjian a oa en ur savadur eus ar straed Saint-Sauveur, gant ur vaouez, mignonez d’unan anezho. A-daol-trumm, hervez ar Jeorjianed, e klevjont kunujennoù er straed. Un dek bennak a dud yaouank a oa tolpet e harz ar savadur. O kunujenniñ ar vaouez hag he doa goulennet dezho tevel un nebeut a-raok. Diskenn a reas an daou Jeorjian, ganto kontilli. Met « ul lañvad a dud a sailhas warno » hag e tlejont c’hoari kontell evit saveteiñ o zamm lêr.
Pa erruas ar polis, unan anezho a oa en ti-gar, prest da dec’hout kuit hag egile a oa war dec’h. N’eo ket bet adkavet c’hoazh.
Ar Jeorjian serret a oa bet kaset d’an toull-bac’h. Kondaonet eo bet dija evit aferioù arc’hant hag ul laeroñsi, n’eo ket ur sant anezhañ !
D’ar 24 a viz here, dirak lez-varn galv Roazhon, e c’houlenne ar paotr bezañ lesket da vont da c’hortoz e brosez. Asantet eo bet.
Gant ar spi ne dec’ho ket kuit d’e vro kent tremen dirak ar barner !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine