D’an 22 a viz here e oa barnet un den, ganet en Aljeria e 2003, evit un dagadenn revel en ur bignerez e Sant-Brieg. 16 vloaz e oa ar plac’h taget. Evel just ne oa ket an Aljerian er sal evit e brosez. Pelec’h emañ o chom bremañ ? « Pell eus Breizh ». Ha gwell a se !
Er c’harter Balzac d’an 22 a viz gouere 2021 e kejas ar grennardez ouzh he jahiner. Ne anaveze ket anezhañ kalz. Dont a reas a-benn ar paotr da sachañ anezhi er bignerez ha klask he fitouchal. An dorn dindan an ticheurt ha tout goude bezañ klask silañ e silañ er bragoù. A-benn ar fin e voe savetaet ar plac’hig gant daou zen hag o doa galvet ar bignerez. O leñvañ e oa ar plac’hig hag an Aljerian a arguzennas he doa aon rak chomet bout e oa ar bignerez etre daou estaj. Ar pezh n’en doa ket lavaret e oa eñ en doa stanket ar mekanik !
Ne lavaras grik ar plac’hig pa tistroas d’ar gêr. Mod-se e chomo mut e-pad devezhioù met pa kejas en-dro er c’harter ouzh he jahiner hemañ a gunejennas anezhi ! Re zo re ! Divizout a reas da zisachañ pep tra d’he mamm ha sevel klemm da heul.
Anavezet e oa an Aljerian gant ar justis dija rak tri menneg a oa war e roll lez-varn. Hag eñ ganet e 2003 !
A-hed an enklask eo bet kunujennet ha gourdrouzet ar plac’hig gant ar paotr, gant mignoned ar paotr ha familh ar paotr. Un deiz e voe pellgomzet dezhi gant breur an Aljerian hag a lavaras dezhi : « n’eo ket deuet a-benn ma breur da balforsañ ac’hanout met pa vo dibrizonet e raio da jeu dit » ha traoù all a seurt-se.
An daou dest o doa sikouret ar plac’hig a zo bet gourdrouzet ivez. N’o deus ket kredet testenniañ d’ar prosez ken aon o deus.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an Aljerian da zaou vloavezh toull-bac’h. Met ne vo ket kaset d’an Aljeria evit kelo-se. Droad en deus chom e Bro-Frañs ! Evelkent !
Pe’ta ri !…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine