En ur « site » eus Pornizh e oant anavezet evel ar bleiz : Daou baotr yaouank, 17 ha 19 bloaz, feuls hag a veze atav o klask jeu d’ar re all, a zo aet dreist ar roudenn d’an 30 a viz gwengolo. Rak e miz gwengolo e c’hoarvezas an traoù met diskuilhet eo bet an afer n’eus ket pell zo : sailhet o deus an daou baotr gant un den en e 60 vloaz hag a oa o pourmen er straed ha skoet gantañ betek ma semplfe ha kouezhañ er c’homa. Perak ? Den ne oar, hervez an daou baotr en defe « kunujennet anezho ».
Daou zen kollet eo ha dañjerus e c’hellont bezañ evit tud Pornizh. Ne vir ket ouzh ar barner da vezañ lesket anezho da vont. Dindan evezh barnerezel emaint ha n’int ket bet kaset d’an toull-bac’h.
Da c’hortoz, ur miz goude an emgannadeg, emañ an den kozh er c’homa ken grevus eo e stad.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine