Liger-Atlantel : div gumun videogwarezet

E Lavreer-Botorel ha Diwazh-Liger ez eus bet pe e vo staliet, e pep kumun, un ugent bennak a gameriaoù videogwarez. « Videogwarez ha n’eo ket videoevezhierezh » a zispleg d’ar gazetenn lec’hiel « l’Hebdo de Sèvres et Maine » Emmanuel Rivery maer Lavreer-Botorel. Da lavaret eo e vez filmet lec’hioù zo hag ar videoioù a c’hell servij da zirouestlañ aferioù zo met n’eus den ebet a-hed an devezh hag a-hed an noz o sellet ouzh ar skrammoù.

E Diwazh-Liger e vo staliet 19 kamera evit poent, ar pezh a gousto 176 000€ d’ar gumun.

Abaoe m’eo bet staliet seurt kamerioù e Sant-Juluan-Kankell, ar gumun kentañ er Gwiniegi o staliañ kameraioù, ez eus bet espernet 50 000€. Kar a-raok ar c’hameraioù e veze dispignet ar sammad-se evit cheñch an ekipamantoù publik drailhet, diverkañ an tagoù, …

E Lavreer-Botorel, abaoe m’eo bet staliet ar c’hameraioù kentañ, e servijas ar skeudennoù e-barzh peder afer dija.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky