Daou zanvez-kampion a zo bet serret e Bro Gwiniegi Naoned ar sizhun dremenet. Anzavet zo bet ganto bezañ laeret mekanikoù war chanter Leclerc Klison d’ar 16 a viz gwengolo. Kemeret e oa bet anezho gant ur c’harr-gavr memestra !
Met estreget se o defe graet : distrujet o defe ur radar hent e Gored, laeret mekanikoù e Hae-Foazer ha Klison a-raok lakaat an tan e-barzh ha distrujet ur pannel bruderezh ha poubellennoù boutin.
Evit echuiñ o « oberenn » o deus diheiet ur c’hroashent-houarn etre La Roche-sur-Yon ha Naoned. Ar pezh a redias an SNCF da nullañ trenioù.
Perak ? Displegadennoù a vo e-pad ar prosez surawalc’h…
16 vloaz eo an hini kentañ ha 20 vloaz egile. Ar minor a zo bet lesket da vont hag an hini koshañ lakaet dindan evezh barnerezhel.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine