Bremañ e Breizh ez eus Mec’hikanezed, Tunizianed hag, a-wechoù, e lonkont asambles !
Setu ar pezh a c’hoarvezas d’ar c’hentañ a viz mae 2023 : ur plac’h dimezet eus Sant-Brieg, ur Vec’hikanez, a oa aet kuit eus he ranndi evit prenañ boeson. En hent e kejas ouzh un den, un Tunizian, hag e kinnigas dezhañ da lakaat ‘barzh asambles, ar pezh a rejont hardizh.
Goude an everezh e voe pellgomzet d’ur mignon eus an Tunizian evit ma vefe degaset an daou bichon d’ar gêr. Met, war an hent, e chomas a-sav ar mignon hag e leuskas an div staoliadenn e kreiz ur c’hoad. Hag aze n’eo ket akord an daou war ar pezh a c’hoarvezas goude. Gouez d’ar plac’h e oa bet « gwallaet », ar pezh a nac’h an Tunizian. Hervezañ e oa kontant ar plac’h da gaout joa gantañ. Laezh-bouc’h an eil a zo bet kavet war hag e-barzh eben, bepred !
Ur penn boeson eo an Tunizian. Hervez e vignonez (kar a-goublad e oa pa c’hoarvezas an traoù) e oa « douget d’ar c’hoari koukoug » pa oa mezv. Met peuzgoude e klevas ar boliserien an dislavar : er c’hontrol, hervezi, e oa kentoc’h fleb e lost pa oa boeson gantañ !
Eus tu ar Vec’hikanez n’eo ket gwelloc’h an traoù : hervezi eo bet gwallaet pa oa yaouank e Bro-Vec’hiko ha bremañ eo « traomatekaet ». Se zo kaoz ez a da weladenniñ ti ar re sod p’he deus ezhomm. Mui ar boeson…
A-benn ar fin e voe dalc’het an Tunizian en toull-bac’h, aon na kuitfe Bro-C’hall evit mont d’e vro. Goulennet en doa da vezañ lesket da vont hag e oa bet aotret da zistreiñ da Vénissieux, e-kichen Lyon, gant lez-varn Sant-Brieg. Mont graet en doa galv ar jujeri ha graet en doa mat kar, d’an 3 a viz here, eo bet divizet gant lez-varn galv da leskel anezhañ en disheol da c’hortoz e brosez.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine